Logo letter
Releg_d_bzg
brezhoneg rouedad

Skolaj Diwan ar Releg-Kerhuon, straed / rue Gay Lussac, 29480 Ar Releg-Kerhuon / Le Relecq-Kerhuon. 02 98 30 56 83

skolaj.ar.releg@diwan.bzh

salons-pluguen2

Kenskrivadeg barzhonegoù saloñs Pluguen

Ur vrav a labour kaset da benn gant ar skolajidi

Priz kentañ

Pa ' z an da bourmen

 

Pa 'z an da bourmen

Va-unan er c’hoad

E-kichen al lenn

Da gavout ur c'hazh-koad

 

Selaou a ran sioul

Trouzioù al loened

Kan al laboused

Hag al lapin en e doull

 

Selaou 'ran al lenn

An dour, an avel

Va soñjoù em fenn

A nij kuit pell, pell !

 

A-wechoù 'welan

Ur vran, ur golvan

Kirvi oc'h evañ

Delioù o kouezhañ

 

Pesked o neuial

E foñs al lenn teñval

Met kazh-koad ebet :

Chom a ra kuzhet...

 

Brendan Crignou, 5ved Melen

Skolaj Diwan Ar Releg

Eil priz

Er c'hoadeier

 

Er c'hoadeier

Em eus kavet

Un naer-wiber

Gant daoulagad sklaer

 

Er c'hoadoù

Alies ez an

Evit dastum bleunioù

Hag a blij d’ar gwenan

 

Sellet em eus ouzh ul lapin

E-kichen un heureuchin

A oa e traoñ ur wezenn-pin

O tebriñ kistin

 

Gwelet em eus un naer

O c'hoari gant un aval

A zo kouezhet er stêr

Ha setu-eñ, bremañ, o neuial…

 

Beltane Podeur, 5ved

Skolaj Diwan Gwiseni

Trede priz

Ar c'hoadoù

 

Pa vezan va-unan er c'hoadoù

E plij din sellet ouzh al loened

Ha pa sellan ouzh ar gwez

E soñjan en o yec'hed

 

N'on ket bet glebiet

Gant ar glav fuloret

Emañ ar c'houmoul o vont pelloc'h

Ha dont a ra ar c'hoad da vezañ sklaeroc'h

 

Emañ an heol o tiskenn

Plantañ a ran va zeltenn

Sevel a ran va c'hamp bihan

Evidon va-unan

 

Klevout a ran ur gaouenn

E-barzh kef ur wezenn

O vagañ he re vihan

Gant amprevaned gwan

 

Ur wech dihunet,

Goude bezañ kousket mat,

On plijet

Da vezañ er c'hoad !

 

Melen Quéré, 5ved

Skolaj Diwan Gwiseni