Skolaj Diwan ar Releg-Kerhuon, straed / rue Gay Lussac,
29480 Ar Releg-Kerhuon / Le Relecq-Kerhuon. 02 98 30 56 83
C’hwi a gav deoc’h e vez kavet an teñzorioù war an enezennoù didud ? War an enezenn-mañ avat zo tud, morlaeron daonet, ha klakenned, me a lavar deoc’h ! Selaouit o istorioù, ha ma komprenit anezhe ervat e sikourint ac’hanoc’h da vont betek an teñzor... Ur c’hoari en-dro d’an troioù-lavar evit ar skolajidi, koulz hag evit kement den hag en deus c’hoant d’anavezout pinvidigezh liesliv ar brezhoneg !
Ur c’hoari evit ober gwelloc’h anaoudegezh gant an anvioù-lec’h an hini eo. Bez e c’hell bezañ implijet gant skolidi CM, skolajidi, liseidi ha tud deuet. Ur stumm e galleg zo kinniget evit ar re o deus kentelioù sevenadur Breizh pe brezhoneg. Bec’h d’ar c’hoari !
Skolaj Diwan Gwiseni, 10, Hent ar Stalieroù-labour / 10, chemin des Ateliers, 29880 Gwiseni / Guissény, 02 98 25 76 73