Logo letter

Petra nevez e Skolaj Diwan Gwiseni

Quoi de neuf  au collège Diwan de Guissény

Gwiseni_kentan

D'ar Gwener 15 a viz Meurzh 2019 o doa divizet ar skolajidi gant skoazell skipailh pedagogiezh pep skolaj kemer amzer da brederiañ war an hin ha da vont war an dachenn evit dastum lastez a-bep seurt. Stalioù a oa bet ivez evit sachañ evezh an holl war ar cheñchamanchoù a rankfemp ober evit saveteiñ hor planedenn.


Le vendredi 15 mars 2019, les élèves avec le soutien des équipes pédagogiques ont pris le temps de réfléchir à propos des changements climatiques. Ils sont aussi allés sur le terrain pour ramasser des détritus en tout genre. Des ateliers ont aussi été organisés pour attirer l'attention de tous sur les évolutions que nous devons mettre en place pour sauver notre planète.

Devezh an hin

(15/03/2019)

D'ar merc'her 24 a viz Ebrel ez eo en em gavet 15 skolajiad e kampionad Penn-ar-Bed atleterezh dre skipailh. Disoc'hoù dreist ganto : ar skipailhoù merc'hed ha paotred Bidoc'hig a zo erruet kentañ (Iwan, Inan, Telyn hag Aourell) hag ar baotred Bidoc'hig er 4re plas (Timothé, Thomas, Mathias, Jory). An daou skipailh a zo aet betek Lambal evit kampionad Breizh d'ar merc'her 15 a viz Mae. Ar skipailh gwellañ a zo erruet 4re, nepell eus ar podium. Gwelet a reer ar skolajidi o deus kemeret perzh war ar poltred. 3 skolajiad o deus sikouret da varn ar genstrivadeg : Iwan, Elias ha Nia. 

Kampionad atleterezh Penn-ar-Bed ha Breizh

(24/04/2019 ha 15/05/2019)

Bro-Gembre / Pays de Galles

(Miz Mae 2019)

 

 

Skolaj Diwan Gwiseni, 10, Hent ar Stalieroù-labour / 10, chemin des Ateliers, 29880 Gwiseni / Guissény, 02 98 25 76 73

skolaj.gwiseni@diwan.bzh

Laouen omp o tegemer hor c’henskriverien o tont eus Oiartzun, e Bro-Euskadi. Dilun hon oa bet tro d’ober traoù a bep seurt ganto : fardañ krampouezh ; dañsal ; lakaat anezho d’ober anaoudegezh gant c’hoarioù Breizh. A-hed ar sizhun int aet da weladenniñ ar vro (Enez-Vaz ; Plouneour-Traezh ; Lesneven ; Océanopilis e Brest. Hon tro e vo da vont d’o bro e miz Ebrel 2020.

 


 

Nous sommes heureux d’accueillir nos correspondants qui viennent d’Oiartzun, au Pays Basque. Lundi, nous avons participé ensemble à des activités : faire des crêpes ; danser ; les faire découvrir les jeux bretons. Tout au long de la semaine, ils ont eu l’occasion de découvrir la région (l’Île de Batz, Plounéour-Trez ; Lesneven ; Oceanopolis à Brest). En avril prochain, ce sera à notre tour de découvrir le Pays Basque.

PAE Enez Vaz

(08 ha 09/09/2019)

Plijadour

(17/09/2019)

Earl Smith, eus Aostralia da Vreizh

(07/09/2019)

Un nebeud bloavezhioù zo e oa aet tredeidi ar skolaj war roudoù Earl Smith, ul levier aostralian bet diskaret e garr-nij e Gwiseni d’an 3 a viz Eost 1943. Tro o doa bet da eskemm gantañ e-unan ha gant e familh. D’ar 7 a viz Gwengolo e oa bet hon tro da zegemer e verc’h hag he gwaz, Maggie ha David, hag e vab-bihan, Slade. An deiz war-lerc’h e oant aet da Ger Yar, e-lec’h m’edo kouezhet Earl. Un digarez da welet en-dro Etienne Cabon, bet test eus ar gwallzarvoud, ha da furchal war blas gant ur billig klask houarn. 76 bloaz war-lerc’h o doa kavet tammoùigoù eus ar c’harr-nij c’hoazh.

 


 

Il y a quelques années, les troisièmes du collège ont fait des recherches concernant Earl Smith, pilote australien dont l’avion avait été abattu à Guissény le 3 août 1943. Ils avaient même pu échanger avec lui et sa famille. Le 7 septembre, nous avons eu le plaisir d’accueillir sa fille et son beau-fils, Maggie et David, et son petit-fils, Slade. Le lendemain, ils se sont rendus sur le lieu du crash. L’occasion pour eux de revoir Etienne Cabon, l’un des témoins de l’accident, et de faire des recherches avec un détecteur de métaux. 76 ans après les faits, ils ont trouvé quelques petits morceaux de l’avion.